Evit padoud atao, ha n’ouzoun tra er bed
Tristoc’h eget va breur o klask lakad ’nhe benn
Ne nemed eun tam poultr hag a choumo poultrenn !
Esoc’h e kav larad : « na gredin mui netra
Hag evelse n’em bo kount ebet da renta »
Eget lakad he boan da viret al lezenn,
Da zenti ouz Doue, da veva e kristen,
Daoust hag hen ar breur-ze a c’hell ive laret :
Broudou ar choustianz, n’ho anavezan ket ?
Lounko ze nep a gar : vid’ounme Thomaz all,
Laro pez a lare va faerounik gwechall.
Nag abet ’meuz klevet, pad ma oant kren ha iac’h,
O c’hober berniou goap euz an Aotrou, he nac’h,
Ha pa zantent ho zroad tostik d’ar bez riskuz,
Dihun ho c’houstianz, o krignat : in manus……
Pe en brezounek c’houek : en ho taouarn, Jesus,
A lakan va ine ; oh ! bezit truezuz !