Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXII
EUN DIMEZ E BREZOUNEK
EUN DIMEZ E BREZOUNEK
Pevar devez goude, Laou oa gand he vignon.
Heman raktal : va greg ; Per, Souzik hag Ivon.
Va greg : va c’henvroad, va mignon An Dero.
Ha breman, dibluskomp keleier koant ar vro.
An tri marmouz a zel, a zel ar roben hir
Gand ho daoulagad vraz ; mez, ouz bek Laouik... gir :
» Eur vreg, he vugale... n’he di... da eur belek !
» E pe seurt bro eman va mignon Ar Gorrek ?
ar person katolik-koz
Ha ha ha, va Laouik, abafet oud kenan
Hem gwelad o terchel eur vreg gannen aman !
Ne ran, neur ober ze, netra bet koulskoude