Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
bevet al liberté !
War min dilojadek diveskel ar pichon.
Ar person a c’houlen vel an holl er gerik
Pe diaoul zo kroget en ilpen an eostik ?
Chon
Marfad ho poa stignet re stardik he gorden,
Hag en deuz ijinet klask esoc’hik kuden.
Ar Person da Laou en distro
Petra ? Petra ? Mabik, petra ar c’hoari man ?
Laouik
Pad ma ze tom ar forn, a ran mad, a gredan,
Lakad va zoaz ennhi.
Ar Person
Holà ! Hag an eskop ?
Petra a lavaro ?
Laouik
An eskop ?... Hop ! hop ! hop !
Ar c’har-skanvek zo prest, ha Laou ebarz : Mar tap