Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIX
RATOZ BUAN
rezolusion prim
RATOZ BUAN
rezolusion prim
En eur gravad he benn Laouik zizred d’ar ger.
Fas koat ! grik, grik en ti !
Ar c’hi skrab ar voger ;
Rak dor ar porz, dre eur, a zo choumet digor,
Ha velse d’he gure e c’hell ober enor.
Azezet war ar bank a servij d’ar mizer
O c’hedal ar vatez evit kaout hi gwener.
Laouik
Mil bennoz did, minndu, gwelloc’h evit da vestr,
Hen ’n euz serret an or ; te ziskouez ar prenestr.
Tost aman, mindukez, deuz ma pokin did stard ;
Te zo muioc’h kristen eget al leonard.
Hag ar paourik mindu, vel pa santje ar rost,
Digemer ar pokou ’n eur fistoulat he lost.