Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
al lizeren a laz
Evit pep tra d’an dud na welont tra ebet,
Gand eur pap brezeliad pa n’em gav en ezom,
Gand eun all pa c’hoanta sevel iliz e Rom ?
Eur vech drewarizi, menec’h Augustinet
Ho deuz pilet me zaoun menec’h Jakobinet
Pere ho doa tapet gwerz an Induljansou...
Peg an aour sakr eta a zo leun a c’hrasou ?
Laouik na ziskoulm gir ; choum a ra da zonjal,
Med Ivona skanvoc’h a grog n’eur géiel all.
Ivona
Ho purgator p’hini a ra kemverz kénan,
Ha pigoulz ha pelec’h eo deut ar c’hiz diouthan ?
N’ouzoc’h dare mezaoun. Da vihana, aotrou,
Larit din da belec’h e kerz an dispansou ?
Teodou fall a lavar e krazont en ti kaer