Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou Ivona.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
4

vad a blij ober d’am Ivona eun den a zo anvezet evit beza ker guiziek en iez dudiuz hom zadou koz. Va joa ha va anaoudegez, c’houi hell kredi, a zo braz.

Ar pinvidik, pa ro, a ra plijadur d’ar paour ; ar paour a ve eüruz pa digemerer diganthan, ha pa ne vez nemed he drugare.

Ha breman, larin dec’h, mar ge Loranz eur patriarch enoruz meurbet ; Ivona skouer ar merc’hedou iaouank, eur pried euz ar goanta hag ar reïsa, eur vam evel dlefe beza kals a vamou en Breiz-Izel, er Franz ; Laouik eun den leun a lealdet hag a nerz-kalon ; me oar erfad eo chomet va zelen dister pell warlerc’h ar c’han skiltruz en dije distaget, gant gwir, da bephini anhei, eur Prosper Proux — et, siouaz ! re abred ouc’h touez he vignounet kalonek a zong c’hoaz he gaon — pe eur barz all euz he vent. Allaz ! « Non datur omnibus adire Corinthum, » Ne gan ket nep a