(Tud an eured ha deu deus ar c’hastel. Brann ha Nouela ha ya hen mesk an dud ho trinka gand an zoudardet hag ar bayzanted.)
Va mignonet, ho youadennou ha levenez, ha ya betek fonz hor c’halon : va fried ha men ha zo anaoudek braz ouzoc’h deuz ho rekejou mad.
Reketi ha reomp deoc’h prosperite vraz ha kaer !
Me gred, aben fin ar bloaz, gallout prezanti deoc’h eur mab hag he velfer ennan poltred he dad-coz, an den gallouduz hag enoruz an dijentil Mark.
Ra deui an ënv da zilaou. Kement-ze ha refe holl joa va c’hozni.
Hon ini ivez, dijentil, rak beza vezo hep douetans eur brezellour talvoudek ha gallouduz eveldoc’h.
Doue, petra velam-me ? Guilcher ha Katell. Chetu, Nouela guez, an ini neuz va renet betek ty Merlin, hag an hostizez ha zoare he deuz roet din da zebri.
(Hag he zeont ho daou varzu Guilcher ha Katell.)
Va fried hen deuz komzet din ac’hanoc’h. Ho trugarekat ha ran da veza deut deuz keit-all.