Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/86

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PEDERVED LODEN PE ARVEST


————


KENTA LEAC’H-CHOARI


(Vardro kastel an dijentil Mark. Deuz an noz, tantennou zo savet var ar blassen, toliou hir ouz pere zo azezet payzanted ha payzantezed. Hen pen an dol he veler eur paysant har eur baysantez ; deuz ho guiskamant he veler hint estranjourien d’ar vro. Ar reman heo Guilcher ha Katel).

Eur Zoudard

Pebeuz galloud hen deuz evelkent ar Merlin-ze ! Ressussita merc’h hon dijentil ! Camaladed, efomp beb ha vanac’h hen he enor.

An eil Zoudard

D’he yec’het hag ivez d’ha yec’het ar marc’her Brann ha zo n’em diskoueet ken ardiz ha ken talvouduz ! Ma ene, pebeuz rejouissanz, nag ha beziou aour recevet, na bebeuz loden hon deuz er fest, me zo leun va c’horf.

Eur Payzant

Va hini-me zo ivez. Bizkoaz me meuz debret traou kerkoulz-all. Ah ember he vezo fumet korniedadou hen douvez ar c’hastel.

(Choarzint ha reont oll).

Eur Plac’h Yaouank

Pebeuz malheur ma vije renket kass korf ar Brinsez dar vered, gouelet hon dije dourek var he maro darvouduz : ra vo meulet ar verc’hez pa zeo beo hag he temez.