Te c’ha da c’houzanv maro eun den disprijet (d’ar gouardou) Savit har peul-kroug.
Pardounit dezan, va zad, neo ket koupabl. Kredit ac’hanoun, trec’het eo gant n’ouzon ket pe sort sorcerez mez ha gredan beza spountuz. N’her c’hondaonit ket, her c’harout ha ran gouzout ha rit, hag hen ivez am c’har.
O, muia karet, ra viot biniguet deuz ho komzou tener, mez ho tad hen deuz rezoun : meritout ha ran ar maro evit beza spountet ha drouk-livet ho trem dudiuz. Va rimou oan douguet d’ho lavaret n’ouzon ket gand pe seurt drouk-speret.
(Sklepel ra an delen hag he zor)
Me ne bardounan ket : mont raktal da glask ar medisin d’ar guer dosta gant ar marc’h buanna.
Doue galloudek. Itroun Varia, sent enoruz, sikourit anezi ! Sethu hi ho vont da vervel.
O karout ha ran ; ar maro ha ya d’hon unani. Va zad, selaouit va c’hoant diveza arok mervel. Deut aman ha biniguit pried ho merc’h.
Ne bardounan ket.