Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —
Brann (henna he unan hag ho sellet deuz Nouela)

Merlin hen devoa rezoun ; n’ellan mui kana har brezel hag ar gounid ; daoust ha me ve eurussoc’h ho veuli ar garantez.

Nouela

Na pebeuz drouk-sonj teval ! kaoud ha ra din penoz divar lein va yaouankis hen he bleün he velan ho tiroll dirazoun hen eun nozvez, ma zan da goll, eur mor ha devalijen, ha dristidiguez hag ha zaelou.

Brann (adkaout ha ra rimo an arvest kenta)

Brezellour gallouduz ha c’hoant meur a roue
A glask ha bell-zo ha bemde
N’hini dol var da lez ha var bep stourm c’hoari
Sklaerder he c’hoantiri,
Fleurennik, krap ouz mogueriou da dour
Kaeroc’h vit ar spern-gwenn ha vit ha rozen flour,
Fleuren a garante, c’hoez-vad an nenv ganthi.

Nouela

Adguenel ha ran dar ganouen-ze pa deu da sounj din : mez he vouez n’eo mui ar memez hini.

Mark

Cetu an heur-vad ! Adkaout ha ran ha nevez va barz.

Brann (goude beza chomet sioul ha gant eur stum ha zizesper))

Allaz petra heo deut da vezan
Ar fleurenn ha chalme va zellou
An abardae mantruz ha drouklivet ha gouez gand he brumennou ;
Kerkent ar skour zo deut da blegua
Ar vleuen buan da zizec’ha.
Avel fallakr ar gouan
Vell pennou fall ha vac’herien
O deuz strinket en ear he doliou n’eur dremen.