Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —
Nouela (enni unan)

Ar gan ha varo-ze ha ra poan din, nouzon ket petra am c’helen, mez aoun ha meuz na erufe eun dra benak meurbet ankeniuz.

Brann (ha guendalc’h da gana evel hen despet dezan)

Ar stourmerien maro, ledet var ar c’hlazen
Trôet o zrem varzu an në,
Eman gant ar c’horfou golôet ar blenen
Mantel liduz an noz ha gwez didrouz warne.

Ar c’henta dijentil

Pebeuz guerz mantruz ! Peb unan ha oar penoz er brezel he vez tud varo : dijentil Mark ro deomp da eva ha fae var ar gwerziou digonform inouuz-ze.

Mark

Brann, De Profundizou ha ganez deomp. Guelomp, ankounac’heat ha peuz da ganouennou ha ouechal ? Te poa n’em dizkwellet, her vech-all, gwelloc’h barz.

Brann (he zaoulagat varzu an douar)

Me zo goneet hag evel pa vefen sorset.

N’em lakat ha ra da gana teval he benn.

Eur c’harmaden raouiet a sav a dol en êr
Kerkent eun nijaden pounner
Hag a zisken gant trouz
Al loened du o tont. Deuz-ta brân diratouz,
Sethu did pred leiz-kof, jabadao, c’hoari gaer.

Mark

Hen gras, kan deomp eun dra benak-all ; da rimou zo gante c’hoez ar maro leiz ar fri : kement-ma zo kassaüz.