Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —


PEVARE LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Brann


Brann gand eun ear ha drioumf

Dijentil Mark, digaz ha ran deoc’h telen Merlin.

Mark

Marc’her kalounek etouez har re galouneka, kemer plas em c’hever, da zillad zo goloet ha boultren, hag ha ziskouel he peuz great eur veach hir ha poaniuz. Rinz ar veren-ze den talvouduz, ha lavar deomp ar pez zo c’hoarvezet ganez.

Nouela enni he unan

Guerc’hez, raviot beniguet.

Ar Vaguerez hen he skouarn

Guelet ha rit va c’hez, petra lavaren deoc’h ?

Nouela memez-tra

Varc’hoaz, kerkent ha goulou deiz, ra vo elumet dirak he aoter kant goulaouen koar melen.

Brann (goude eur zell hir deuz Nouela)

Dijentil, ar gontaden deuz va beach hir a vefe hep dudi evidoc’h ; ra vezo avoualc’h deoc’h gouzout penoz goude ho promessa, va c’halon leun ha garantez ha karguet ha esperanz, oun hen em laket hen hent, desidet, kousto pe kousto, da zizolo leac’h distro Merlin. Bet he tom din hen kleuz an traoniennou, bet ha meuz riou var disken garo ar meneziou, mez an env ha hentche va fajou hag ha zo bet trugarezuz em andret pe guir he meuz gallet kaout leac’h distro ar sorser hag ar benvek divin gant pehini he chalme an dud deuz he amzer.

(Tenna ha ra eur son benak deuz an delen.)