Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/66

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —
Mark

Doue braz, daoust hag hen vefe ?

Ar c’henta dijentil he selaou

Nan, an avel eo ho c’hirvondi etouez ar skourou.


————


PEVARE LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Eur Zoudard


Ar Zoudard

Dijentil, eur marc’her ha c’houlen entren her c’hastel.

Ar c’henta dijentil

Ra vo kasset kuit ar reder bro-ze ha doliou mein.

Mark he sellet ouz he verc’h

Nan, diskennit ar pont-gwint, neuz forz piou heo an tremenad, grid dezan entren ha ra vezo deud mad.


————