Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE ARVEST


————


Sal vraz ar c’hastel


KENTA LEAC’H-CHOARI


Nouela he unan, hen em harp euz ar prenest

Cetu ar pardaez hag ar c’huz-eol ha ro liou ruz-goad d’an aot ha d’an dunennou tro-var-dro : na pebeuz stlejaden ruz var ar mor. C’hoaz eur pennadik hag an eol ha ya da guz. Pebeuz sioul der, neuz ket eun drouz. En vean he silaouan. Peguement he tale da zistrei ar marc’her barz, varzu pehini he za va sonjou. En pelec’h eman ? Daoust ha gallet hen deuz kaout telen Merlin ?

(Ho sonjal he zal etre he daouarn).

Peguen karantezuz hoa he vouez ! Nag hen ha ouie entouni da vont betek ar galon hag an ene. Seblantout ha re din dre ma kane, he treuze va c’halon gand he zel birvidek ha tener.

(Kuitad ha ra ar prenest)

Gouela ha hellez da viken da uvre ha eun heur. Ne zistroio ken an ini, ken laouen, en em ziskouelaz dit var da hent en kreiz trouz eur gouel ha da behini da viken oa n’em roet da galon. Perisset heo hep douetanz ebet ; pe marteze blesset d’ar maro he c’hirvoudi hen eun toul-kao doun benak dindan spern bodennek.

(Eur vanden brini ha dremen hen oabl)

Horol ! Da belec’h he za ar lapousset du ze. Lavaret zo din he digassont bepret kelou ar maro.