Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Telen Merlin


————
KENTA LODEN PE ARVEST


————
Sal vraz kastel an digentil Mark ; — Eur
friko : — Deuz tol, marc’herien,
payzanted.


Mark

Otronez ha c’houi soudardet kalounek, ho destumet ha meuz aman hirio evit ober fest hen henor d’am victoriou, her c’hastel koz man savet gant va zadou ha neuz gouezet derc’hel penn deuz tagou an enebour, hag ha behini an tourellou krenv ho deuz empechet sailla varnan. Meuleudi deoc’h oll heb ankounac’had ar bayzanted kalounek-ze, ho deuz rented deomp eur zikour ken presiuz. Ha d’ar sklavourien humbl-ze he roomp kouitanz deuz ho holl gle enpad tri bloaz, ho digol ha refomp deuz ho eost kollet, ni roï d’ho merc’hed bep ha tam ar’hant evit demezi.

Ar Bayzanted

Doue ra vinigo an dijentil Mark.

Mark

Ha breman n’em rejouissomp : Nouela diskarg da eva d’an dud ha gourach-ze.

An Otronez

Efomp da yec’het an dijentil Mark !