Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —
Merlin

Ha zispil he man deuz skourou eun derven goz ; he c’herden zo kazi holl torret, n’helfont ken kana d’ar vlondinezet ha eured, na ken nebeut gloir na gounideguezou ar rouane, ho brezellou nag ho gourennadegou var varc’h.

Brann

Dre druez !

Merlin

Divroad yaouank, silaou : kaer ha mefe skei anezi gand va skour aour, va zelen hiviziken na hell soun nemet da heul kanouennou ha varo. Ho kaout anezi entre da zouarn, hen vean he klasfez-te antoni koubladou ha garantez pe ha lorch ; ne helfez mui ho c’haout da vemor hen defe ho dizesket ; ar flam ha vougfe hen da galon ha varz ha ne deufe deuz da vuzellou nemet eur c’hantik ha varo.

Brann

C’hoant ha peuz d’am spounta, ankounac’het ha peuz eta penoz ar garantez ne anve harz ebet hag ha echu bepret dre veze treac’h ? Te c’heuz karet guechal. Bez sounj deuz an amzer euruz-ze : petra pige great ma vije bed va istor da hini.

Merlin (ho sonjal ennan he-hunan)

Pebeuz sonjou ha zigaz din ?

Brann

Guelet ha rez, da sioulder ha goze hag ha lavar din da respount ; dre druez c’hoaz eur vech, ro din delen, pe da viana prest din anezi, he digaz ha rin did adare, ha Nouela, va fried yaouank, ho deuio he unan da drugarekad ac’hanoud deuz an eurusted ha pezo roet deomp.