Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

gouez-ma, betek an donder deuz da lochen distro ? N’ouzon ket. Eal-mad Nouela hag eur bleiner ha meuz kavet var an hent ho deuz renet ac’hanon.

Merlin (goude beza silaouet mad)

Maro hon pell-zo dar pez ha zell ouz an dud : n’em beuz er leac’h distro-man, dirag va daoulagad bepret, nemet eur skeuden, eur speret, va mestrez Viviane da pehini oun chomet bepret fidel, he c’hlask ha ran noz-deiz, klask ha ran anezi dre oll hag hast ha meuz d’en em gaout ganti ebarz er bez.

Brann

Klevet ha meuz komz deuz da garanteziou ha bere peuz kanet canouennou ken kaer. Anaout ha ran ha hano ar Viviane-ze dre da rimou deut da veza peur-baduz Hen he hano eta he teuan d’az pedi. Mouzc’hoarzin ha reje ma vije beo c’hoaz, me zo sur, deuz hor mignoniach yaouank. Ro din da delen ha behini ar son melodiuz ha chalme ar rouane, ar boblou ha loenet ar c’hoajou ho unan. Te rafe daou euruz ha bere an anoudeguez vad ha vefe peur baduz.

Merlin (trist)

Va zelen ! Guechal he sone kerkent ha goulou-deiz : Brema nemet deuz an noz, pa deu skeudennou da apparissa, pa deu an ënv da veza trist ha tenvel, pa basse ar c’houmoul ho teurel dour var ar meneziou, neuze c’hallan tenna outi eur son benak envel deuz hirvoudou.

Brann

Ma meuz guellet kaout ac’hanout, eo eun darvoud euruz ho vousc’hoarzin d’am zeneridiguez, beza meuz evidon ar garantez, ar feiz, ar yaouankiz : ro din da delen : gouzout ha rin tenna outhi sonniou ha lorc’h hag ha levenez.