Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


EILVED LEAC’H-CHOARI


Brann ha sko va an nor

Salud, Merlin, barz ha sorcer : digor da eur beajour skuiz, kollet her meneziou-man, renet nouzon gant pe seurt eal deuz an nënv, guallet em beuz ben ar fin dizolo da leac’h diztro.

Merlin, deuz diabarz he lochen

Ne meuz ket ezom da veza saluded gant den : divroad, kerz gant da hent.

Brann

O, te so muioch brudet evit neuz forz pe seurt roue, ar veuleudi ac’hanoud hen deuz treuzet ar moriou pella, lez eur paour kez marc’her barz da zigas did ar guir deuz he zoujanz ha deuz he meuleudi.

Merlin

Lez ac’hanon, ar gloar nen deuz nemet eun amzer, ar poaniou hepken zo paduz.

Brann

Penoz-ta, ha refuz ha refez va reçeo hen da di !

Merlin ha deu va an treujou

Na mefe da guinik did nemet bara du glebiet gant va daelou, griziou gouez, ha dour ar oaz-red.

(Ober ha ra sin dezhan da antren)

Brann

Aoualc’h eo din : hen gras, silaou ac’hanon.

Merlin

Marc’her barz ha peuz lavaret. (Sonjus) Ouenn ar ganerien n’eo ket eta maro c’hoaz ? Petra c’hoanteez ?