Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


EIL TAOLEN
————

Eur lochen mein goloet hen soul er pen-all d’eur c’harent gouez, entre meneziou. Merlin, kantvloaziet, bleo ha baro hir ha guenn, azeet dirak an or, morgousket, he zaoulagat anter serret.


KENTA LEAC’H-CHOARI


Merlin

Setu eun devez all tremenet ! Doue, nag ar vuez ha zo hir. Perak an amzer didruez evit va funissa deuz va c’haranteziou evit Viviane, he zoun condaonet da veva pell-amzer c’hoas er leac’h distro-man ? Na pebeuz leac’h garo ha tenval ! hen pelec’h eman eta ar c’hoajou glaz deuz forest Broceliand hen pelec’h he vijen kollet aliez gand ar sorcerez muian karet ! Aman, an oll draou zo du hag he moun va unan gand va sonjou ha va glac’har.

Klevet ha ra trouz.

Me gleo heun dra benak : nan... ne ket possub. An oll ho deuz dizonjet an hent d’am zi ha koulzkoude he seblant din klevet trouz ar biliou ho remui dindan eur boutou benak. Piou an den dievez-ze ? An tol arne diveza hen deuz kaniet ar c’harent, eur pas fauz ha helfe hen teurel hen guelet an izlonk. Bah ! goude tout, ar maro zo eun delivranz.

Antren ha ra hag he ser an nor.


————