Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —
Katel, spounted

Ne goze ket evelse divar he benn (ober ha ra sin ar groaz) teli helfe varnoud eur gwel darvoud.

Guilcher, hep selaou

Lavaret ha refet dezan kalz traou deuz va feurz, heo guell ganen unvaniez Katel evit he hini. Ha ma kavit var ho c’hent eur paotr yaouank kaer benag, digassit anezan d’ar paour kaez Yvona ha varv gant amourousted pa ne zellit ket outi, consoli ha rei anezi pa viot eat kuit. Neuz forz, marc’her, drol heo mont keit all da glask eun doare eurusted, per c’havit ama dindan ho torn.

Brann

Ho trugarekad ha ran deuz an diguemer mad ho peuz gret din : joi hag eurusted dec’h oll.

Guilcher, ho visteodi

Ha zeo he man ar c’harant, nan ha gleiz.

Katel

N’ouzot ken petra leverez.

Yvona jom da sonjal.

Katel hag Yvona

Chans vad deoc’h, ha Doue d’ho tiouallo.

Brann

Ken avezo.


————