Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
Guilcher

Me, hen fed ha amourested, n’anvean med ar blijadur, neketa Katel ?

Yvona, da Brann

Ma, diouallid, lavaret ha rer ne gar ket an dud ho deuz amourousted, evit ar sort poaniou-ze he zeuz tost aman eur feunteun hag an dour anezi ha zo talvouduz hag holl c’halloudeg ; ouspen, beza eman dindan peden eur zant, sant Kado (mezek) Me ho c’hentjo di, mar kirit ?

Brann ha ra an neuz da lavaret nann
Yvona ha dorch he daoulagad leun a zaelou
Guilcher, da Gatel

Alo, leun heo va c’hof, hag ar c’hafe ! Credi ha res-te penoz he zan-me da dremen hep café ha guin-ardant ?

Katel, ouz he servicha

Bremaik he vezi mezo.

Yvona

Beza eo dija.

Brann

Nag hen ha ef, na bebeuz corf den !

Guilcher ha sao ha beac’h dezan chom n’he sav

Mezo me, a ben neuze ? Mont ha rin da gousket hen eur guele mad, dan neac’h, eur gouele hak ha anvezan mad, neketa Katel ?

Katel, ho ruzia

Ro peoc’h haillevod (da Brann) Ne zelaouit ket anezan, dijentil, direzoni ha ra !

(da Yvona)

Te, kempen an doll ha netta ar gueguin.