Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
Yvona

Ag he c’hez breman d’ober da bot yaouank gante, ne ket gwir ?

Guilcher

Me nan ! ne c’houlennan nemet dont da chom ama ma ne gao ket diez Katel.

Katel (ha c’hober beg)

Guelet ha refomp ze divezatoc’h : breman ar gwadiguennou hag ar c’hig maout zo poaz ha da gompagnon ne ziskenno ket c’hoas ?

Guilcher (ha skei ouz ar zolier)

Eh duhon d’an eac’h, otrou, he oar ouz ho kortoz.

(Hag he kan).

Yalc’had aour ebarz ar godel
Pa deu mouez an naon da zevel
Ne dal ket eur maout deuz ar ber
Gand guin ho redek leiz ar gwer.



————