Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EILVET ARVEST
————
Eun ostaliri var eun hent, her meneziou
KENTA LEAC’H-CHOARI
Guilcher, Katel, Yvona
Guilcher a Katel deuz tol ho konta kojou. Yvona ho teurel evez deuz ar forniguel.
Katel (ho kenderc’hel da gomz)
Hag hen pelec’h out n’em gavet gand an dijentil-ze ?
Guilcher
Kollet oa hen hor meneziou ; goulennet hen deuz diganen ha ne ouien ket pelec’h edo Merlin ho chom, gouzout ha rez ar barz koz divarben pehini zo bet konted kement ha baribolennou.
Katel (ho c’hober sin ar groaz)
Na goze ket re divar benn hennez.
Guilcher (ho c’hoarzin)
Nan. Komzomp kentoc’h deuz ar gwadiguennou.
Katel (ho c’hoarzin)
Farser ke. Doueti ha reez eta hon doa lazet deach eur penoc’h.