Ha kredi a res-te, he spontfemp rak an dangerou ? Nan certen, mez Merlin ha beo eo c’hoaz ? Kontadennou grac’het koz, paribolennou sot.
Feiz am meuz, pa lavaran deoc’h.
Roit peoc’h, dezan heo an enor ! Chanz-vad did, marc’her, hon rekejou mad ha iel da c’heul ! beb mintin ha bem noz ar gouard ha zello ha bell var ar blenen ha pa deuio da lavaret deomp he vezi distro an trompillou ha zaludo ac’hanout.
Me bedo bemde evinthan.
A me ivez va c’hezik.
Kenavo deoc’h oll marteze da viken, mez eun esperanz ha ne helfet da gompren am zouten, eur vouez burzuduz ha lar din : « Kaout ha ri Merlin ». Otrou Mark, Prinsez, ho trugarekat ha ran deuz an diguemer ho peuz gret din ha mar guellan he tiskouezin deoc’h va anaoudeguez vad.
(Hag he ra eur sell deuz Nouela pehini ha deu ruz).
Kalounek oun. O bezit fizians hen Brann. Ar gounit ha vez dar re ha c’hoanta beza treac’h.
Kozeal mad ha rez. Kenavo, Doue da tiouallo.