Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

merc’h. Mez mar gue ret respount deoc’h gant peb seurt frankiz, he lavarin deoc’h : « Ia, he c’harout ha ran hag he c’harout ha rin da viken. »

Mark (o vousc’harzin hag ho sellout ha bell Nouela)

Tanveet he deuz ivez da rimou : O sonja petra he man-hi breman ? Piou ha zivino biken misteriou kalon ar merc’het yaouank. Gortoz ha ellez. Karout ha rei ac’hanout eun devez me zo sur. Erfin, Brann, me ro did va ger.

Brann

Otrou, ra viot beniguet.

Mark dan dijentil

Kenvreudeur, golonteromp ar gouer-man hen henor d’ar marc’her Brann, pehini ha c’ha da glask ha da zigaz deomp Telen Merlin. Pell-zo eo sioul, son ha rai ha nevez didan boljou ar c’hastel hag ar gan deuz an den kalounek zo hen hon ti ha vo c’hoaz kaeroc’h pa vezo heuillet ha sikouret gand son ar benvek divin-ze.

(Nouela ha bleg he fen.)

Ar c’henta Dijentil da Brann

Prometti hag ober ha zo daou dra. Ha gouzout ha reste hepken hen pelec’h he ma ho chom ar sorcer koz ?

Brann

N’ouzon ket. An env ha reno va fajou.

Kenta Dijentil

An nenv ! (en eur zevel he ziouskouaz.) An douar zo braz, marteze teui da veza koz, kounnaret gant eun enklask ker vean ha ker foll.

Brann

Feiz am meuz. Ne ran forz, mont ha rin hen riskl va buez.