Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

dre an holl rouantelez, memez hen Urop en entier, va c’hastel ha vefe eur leac’h brudet braz, eur leach ha belerinach sacr en pelec’h en n’eum rentfe ar rouane hag ar boblou. Hor brud vad deomp hon daou ha c’hefe dre ar bed-oll. Va c’haoiou ha vefe karguet ha aour. Kreski refen va gouiriou, ober ha refen peder gouech muioc’h ha douriou... Ah telen Merlin !

Brann

Otrou avoualc’h eo ho peuz c’hoant d’he c’haout, me n’eum lak en hent raktal ha fe ha varc’her, he digaz a rin d’eoch, pe he varvin hen hent.

Mark (ho huanadi).

Ah ! ma vijen bet yaouankoc’h. (da Vran) Diguemer ha ran ar c’hinnig ha rez din, fisianz em beuz hen da dalvoudeguez. Destro gant an d’elen, ha goulen diganen ar pez ha guiri, na mo netra da refuz did.

Brann

Netra !

Mark

Netra, choas a ri da recompans. Ne baein biken re guer eun tenzor ken talvouduz.

(Brann ha chom da sonjal ho sellet deus Nouela).

Mark

Ah difinet am meuz ! (ouz her chacha tost dezan) A karout ha refez va merc’h ?

Brann

Ah otrou, eur paour-kez marc’her na hell ket sellat ken huel-ze : dre betare droet ha dre peseurt titr he c’helfe-hen pretenti da eur bonheur ker braz mez penoz deuz eur peurz-all ne chomfe ket ar barz badouellet oll, dirak eun envelep kaerder. Doue zo test din, dalc’het em bije ato kuzet hen fonz va c’halon an effet doun he deuz gred din ho