Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

da ganouennou ha da rimou ha vefe c’hoaz kaeroc’h ma vefent c’heuillet gant telen Merlin.

Brann (souezet)

Telen Merlin ?

Mark (Nouela a zilaou)

Ia, ar benvek divin hen deuz en-pad hir vlavessiou touellet Breiz-Izel, Bro-Hall hag an oll vroiou. Dont ha ra diontan eun ton ken tener dreist-oll pa zon da heul kanouennou ar garantez he deuz eur zon ken dudiuz ma tibrad ar speret, beza deve ivez avechou eur zon deuz eun horol ken huel ma laka da grena memez deliou gouez ar c’hoajou.

Brann

Telen Merlin ! Evel an holl dud he c’hanvean istor ar bars ha sorser marvaillus ha behini ne gomzer nemet gant eun doujanz kazi religiuz, ar brud anezan ha zo eat dre-holl. Mez daoust ha ne ket maro pell-zo.

Mark

Nan : eur beachour benac ha unan gand ar paribolennou koz ho deuz gret din kredi penoz Merlin ne ked maro. Beza eo eur burzud deuz an nenv pe deuz an ifern pehini ne meus ket ha c’hoant da studia. Me zo sur eo beo, hen pelec’h n’ouzon ket. Deuz ma klevan he man hen eur c’hoat tenval, he chom eman eno en compagnunez sperejou ha diaoulou tennet deuz ar bed en em lezet ha henvel da eur c’haon ankenuz-holl, heanet hen deuz da gana hag he delen ha zo mud.

(herr ennan).

Telen Merlin ! Kleze pe kurunen eur roue. Karnel-Sent eur gatedral, ornamant perlez ha diamant an habilla orfeber na davefent kent an tenzor-ze. A guelet ha rez-te ac’hanon mest d’ar delen-se ho zon da heul da ganouennou. Ar brud hen em astenfe