Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

Stag a mezus ar rouane
Valee tal da gar enor
Da veuleudi ha zistone
Deuz ar c’hoajou betek ar mor.


Mark

Da gan zo deuz ar re gaera, da rimou a ya betek an eol, biskoaz ne meuz klevet kement-all.

Brann (ho kenderhel).

Ne man ket er brut-vad holl gaerder ar vuhe
Brezellour gallouduz, ha c’hoant meur a roue.
A glask ha bell-zo ha bemde
N’hini dôl var da lez ha var bep stourm c’houari
Sklerder e c’hoantiri,
Fleurennic-krap ouz mogueriou da dour
Kaeroc’h evit ar spern guenn ha vit ar rozen flour,
Fleuren ha garante c’houez-vad an neuv ganti.


Nouella (hen en ne fart he unan)

Biskoaz kan henvel neuz touellet va diouskouarn. Evel pa vefe va c’halon ho c’hirvoudi n’ouzon pe seurt soniou ha garanté hag ha nevez-amzer.

Brann

Hag hi demdost da zigeri
He c’halonik leun ha dudi,
A drido n’eun dihun lirzin
Dindan kenta pok ar mintin.

(Oll he sellont deuz Brann hag her meulont. An otronez ha jom ien.)
Mark

Strakomp hon daouarn, o te he ar guella deuz ar ganerien.

Nouella da Vark

Biskoaz n’on deuz klevet her c’hastel ken kaer kanouen ne ket-ta va zad. Strak daouarn d’ar marc’her.