Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Mark

Da guenta, va mignon ker. rinsit ganen ar veren-man. Ar c’haon a zo pell zo ho ren her c’hastel-man ; hak ar brezellou niveruz ha meuz kemeret peurz henne ho deuz kemeret va holl amzer. Mez karet ha meuz bepred skiant ar rimou ha sonj ha meuz deuz ar zoniou hak har gwerziou ha lake va zad ac’hanon da len pa oan buguel. En creiz tan ar brezel hag har stourmadegou hep hean ha bere he gred har vuez, heo eun hean ha blijadur din beza adrec eun tour-difen-kren da helloud lakad eur pennad amzer da zilaou eur barz. Ra vezi deud mad eta hen hon touez. Hast em beuz d’ha klevet.

Nouela (d’he maguerez).

Eur guel eo din selaou rimou, daoust pe seurt soniou ha helfe laret deomp. Devi ha ran gant ar vall da houzout an hekleo deuz he voez.

Ar Vaguerez

Ia eun dizinou ha vo demp, neuz ket nemeur her c’hastel trist-man.

Brann

Re hardiz oun bet marteze ho laret dec’h edoun barz. Dijentil ha c’houi Princez, bezit madelezuz evidon me ho ped.

Mark

Ni zo deuz da zilaou, marc’her.

Brann

Enor d’an aotro Mark, krenv dreist ar re grenva
Pep roue a c’hoantat burzudou e c’hleze
Vit ma velin o c’hloar hirio vel ma tere
Maestres ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.
Penoz kana tan an argad
Ha da zistro gand da lore,
Da varc’h o tripal gand ar stad,
Var e lerc’h kadourien Kerne