Setu ta penoz vo kount. An noz zo tremenet.
Deut é tro ar sklerijenn. Bezit ganthi renet !
Hirie nep a choum adren red e ve pladennek.
Vit gounid eun tamm gwastel hen veler o redek,
Hag e vouzfe ouz ar waz rostet evit he vek ?
Nan, nan, ze na vezo ket ; na vezo ket laret
Chomo kristenien Tremel, Lanhuon, Plouaret..
Sklavet d’ar berniou gevier zo bet savet er vro
Gant eur vanden romaned, pa ne oé den war dro
Vit difenn ar wirione ; hogen ne ket maro.