« Piou benag vo ganthan peurlipet he alan,
En eur garigel doun fell d’in e ve kaset
D’an tan ar Purgator. Dre gan ha dre ziskan
Paet mad, ni roio avel d’hor labouset.
E pevar c’horn ar bed, vo stignet ma reolen,
Ha dio ! kenti kenta neuze ken a foultro
Etre ar peziou gwen, dreist holl ar re velen,
Karigel an Ankou a vezo bar bep tro. »
Neuze ta me ranko, fluted en dienez,
Rosta er fornigel hag aman hag êno,
Beteg ma vo fresket baroun ha barounez !
Sac’h an dien ! mamm gez, d’ar reolen-ze..keno.