Kerkent seblant d’ez’han
Klevoud ar c’homzou man :
» Savet oun bet, bugel.
Gant ar Feiz ; ken huel
Vit beza eur skouer vad
Da bep kaloun Breizad,
Vit ma savo ive
Hi bedenn da Zoue.
Gwel a ze mar kaver
Ker braouik tour Kreiz-Ker
Ma ne veler eun all
Trec’h d’ez’han e bro gall.
Me garje esperout,
Dre va c’hened, plijout
Awalc’h evit derc’hel
Da zel war Breiz-Izel.