Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - En Breiz-Izel.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DJALI



Djali, va gavrik ker karet,
Oh, petra oud deut da veza ?
Skrapet gant daou zen kounaret,
E pelec’h oud eat da goueza ?

Piou en divize lavaret
Vijent kriz avwalc’h d’am laza !
D’id ouz va c’haloun glac’haret,
A red va sonjou diveza.