Pajenn:Cadiou - En Breiz-Izel.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SUL AR C’HASIMODO


I


« Felix qui potuit rerum cognoscere causas. »
Apez zo bet a vo, a vezo da viskoaz.
          Eurus an hini zeu a benn
          Da ziluia mad he gudenn.

Nep zo, dre c’hraz Doue, em bro Treger ganet,
Hep mar, evel d’oun me, meur wech en euz gwelet
          Da zul lirzin Kasimodo
          C’hoari terri ar c’hoz podo.