Diou garantez en doa va den :
Frollo, he vestr koz hag… eben…
Na c’hoarzit ket… Esmeralda.
Eur baotrezik euz ar c’hoanta.
M’en defe lavaret he vestr :
« Skramp prim d’an huella prenestr
Ha dizpleg da dort en avel »,
Hen pize gwelet o nijel.
Hogen pa wel tud digernez
Dare da grouga he vestrez,
Ha Frollo iud o c’hoarzin,
E trog baz war he daboulin ;
Kregi ra enhan, didruez,
Dre lec’h lédanna he vragez,
Vit deski d’ezhan béa kriz
Hen stlap diwar lein an iliz.