Pajenn:Cadiou - En Breiz-Izel.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
Ar C’hiz



Hirie, va zud, piou oar petra
Zoug Margot war hi… feadra ?
Darn a lavar eur zac’h biniou,
Darn all eur bern c’huizigellou.

Pa n’ouzomp netra zur war ze,
Gwelloc’h ve tewel marteze
Ha reï ar foet d’an aotrounez
Vit distaga ar wirionez.


————