Eun den mad euz Stirlin, Bro-Skos, lavar deomp ni
An aotrou A. Cadot, zo pastor e Chauni,
O veza skuiz marvad gant he sac’hadou aour,
’Neuz laket en he benn rel eun toullad dar paour.
Pemp mil livr warnugent a ginig d’an hini
Ziskouez dre ar Skritur dléomp pedi Mari :
Gavo en Aviel eul lec’h bennag anat
O lavaroud a c’hell Mari hom sovetad.
Pemp mil livr warnugent e ro d’an den gwirion
Ziskouel er bibl penoz gwin ar gomunion
A dle beza liped gant ar belek hepken
Hag e ve eun dra fall he reï da bep kristen.
Pemp mil livr warnugen d’ar mestr pe d’ar vestrez
Ziskwel en Aviel a oa Per dizemez ;
Pe gavo er Skritur eur verset pehini
Lar eo krak difennet d’ar belek dimezi.