Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - En Breiz-Izel.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MAC’HARIDIK



A sonj o c’heuz, Mac’haridik,
Gwechall, e pardoun Poullaouen,
Moamp prenet daou wennegadik
Sivi, ma oe leun da barlenn ?

Bouè, aotrou sant Per, me z’aounik,
N’euz gret meur a dro war hom fenn.
Med hor c’haloun, Mac’haridik,
A nè ket choumet ker laouen ?