Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadiou - En Breiz-Izel.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
Eur Pesketaer



Na drolla tra oe gwelet
Divesker Fanch astennet
Unan ’n eskopti Kemper,
Hebenn ’n hini Landreger.

Kostez-Nord ha Finister
Zo stag-a-stag dre eur ster
P’hini lies en dour koll
En em stlabe vel eur fol.

Eno, kreiz ar mein bili,
Fanchik vit he izili
Doa kavet eur gwele flour ;
A bep tu rede an dour ;

Hag evel ma laran d’ec’h,
Mar goa he geinik er zec’h,
He hellou noaz a dape
Bro zant Mikel ha zant Bre.