Pajenn:Cadic J.-M. - En Est - 3 Er vedereah (Ataw) - RBV, 1890.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
POÉSIE BRETONNE
————
EN EST


————


EIL LODEN. — EN ED


————


1° Er Vedereah (ataw).
————
IV


Neoah, de gours kreisté, én un nean hemb kogus,
En heaul, a blom d’er hlué, zou mui-oh-mui loskus.
Raksé, goudé méren, quent kommans labourat,
Er vederion e chom de zichuéh un herrad.
Peb unan, gued ivoul, e glask er hoaskeden
Hag ar er heod tinér e chouk pé hum asten.
Mœz er mestr n’ou lausk quet pêl amzér de zichuéh,
Ha touchand dehai ol é hra kleuet é voéh :
« Dalhamb, m’amied, dalhamb, ne zoujamb quet er boen,
« Achiwamb hun labour, disohamb, bet er pen. »
Én ur gleuet er mestr, er vederion kentéh
E hia hoah d’ou labour, peb unan én é léh,
Hag én drespet t’en heaul, ha d’en tuemdér eahus,
Ol, mui aveid jamœs, é labourant gredus.
En huéz e rid arré ar ou mampreu chuéhet,
Ou rochedeu glubteur ar ou hain zou staguet,
Mœz ou felsiér gloahet pe luemet a nehué
E grog ataw ér plouz hag e droh hemb truhé.
Er blaiad e vansel hag e gouéh tro ha tro,
Hag arlerh peb medour en erwi hum holo
A duézad milein-koér ; quent pêl er parkad ed,
Touchand hoah én é saw, e zou rah diskaret.