Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/68

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58

Sur ê ta, Autrone, bremàn vo tom ar yod.
Güelc’homp-ta hon daouarn en goad ar vuntrerien ;
N’o deus qet a galon evit en eur zouten.

Gerard a denn e gleze.

Ne rit qet ho pompad, Oger, qer buan-ze,
Rac ni viro ouzoc’h, gant ar c’hraç a Zoue,
Ne refoc’h qet pep tra hervez ho fantazi :
Saillomp eta, va zud, varne vel loened cri ;
Saillomp oll a vagad var dud an Ampereur,
Pa int deut d’ar vro-màn evit clasq o maleur.

Salomon a Vreiz.

C’houi a glasq ho maleur, assur, tud didalve,
Pa fell dêc’h revolti a enep ar Roue ;
Ha c’houi rentet coupapl, e zoc’h meurbet fier !
Rac-se-ta, Autrone, tennomp hor c’hlezeyer,
Ma traillfomp a damou an dud orgouillus-màn,
En hano an Drindet, Tad, Mab, ha Speret-Glàn.

Amàn en em rancontr an armeou hac e commanç ar gombat.


Galeran.

Evit ma voezoc’h, Sir, penos n’òn qet traitour,
Me laqa dirazoc’h a blat va adversour.

Laza ra pempet a zoudardet Beuvet.


Cetu lazet unan da gommanç ar c’hoari.

Isakar.

Ni hor bo aneze rêson, n’ho pet sourci.
Dal-a-zaou, Galeran ; bremàn e zomp qittes.

Laza ra ar c’hoec’hvet soudard.


Redoublit a gourach, me ho ped, Aotrones.

Fouqes.

Ha ! ha ! eta, Beuvet, ha c’houi anav ez ê
Eur maleur evidoc’h laza mab ar Roue ?

Beuvet.

Ma n’em bije er grêt, e voan prest d’en ober ;
Ha c’houi, treitourien vil, laqit eves d’ho lêr.