Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/47

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37

A zo a importanç ; mes an amzer zo bêr...

Gerard.

Petra ê an affer ? A betra eus qêlou ?
Crena ra va oll goad ebars em goaziou.

Regnier

Allas ! eur maleur bras, Autrou, zo êruet ;
Pa glêfot an affer, c’houi a vo spouronet :
Mab ena ar Roue, ar Prinç vaillant Lohier,
Fouqes ha Ganelon ha pêvar Ecuier
A voa bet deputet eus a bers ar Roue
Da vont da Egremont an de qenta a Vê,
Da lavarat d’ho preur renta d’ar Roue Franç
An tribut ordinal hac an oboissanç.
N’en dòn qet eur flater, me lavar güirione,
Re choqant o deus bet comzet a bep coste ;
Hac an eil comz choqant zo tennet da eben,
Ma zeus chommet pêvar maro var an dachen.
Unan a dud ho preur ha Mab ena ’r Roue,
Daou Ecuier deàn zo bet lazet ive :
Ma medi ar Roue oc’h ober pourveanç
Da zont da Egremont evit tenna venjanç
Demeus an Duc Beuvet, eus a varo Lohier.
Cetu en bêr gomzou penos ema ’n affer.

Gerard.

O qêlou meurbet trist, euzus ha detestabl !
Cetu an Duc Beuvet ar vech-màn miserabl.
Caus e vo d’e valeur, da revin e ligne,
Pa ê bet qer cruel laza Mab ar Roue.
Orsus, Chevalierien, petra lavarit-u ?
Cetu difficulte demp bremàn a bep tu :
Mar sicouràn va breur, Charlamagn a facho,
Ha ma na ràn ive, ar bed oll am blamo.

An Eil Chevalier.

Biscoas ne broposjoc’h netra oll em presanç