Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/426

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416

Ober a ra gaou demp, manc a ra demp labour :
Mes en em ententomp evit en em zicour.
Ni rànco dont abenn da ellout en laza,
Pa er c’havimp cousqet ; ze a vo ar güella.
Mes tavomp oll var ze, miromp hor secrejou,
Rac aon e ve eure aman eus hor zelaou.

Sortial a reont, nemet Renod.


Renod e-unan :

Amàn zo eur plaç brao da zont da zisqüiza ;
Me a ya da repos d’ahan d’eun heur amâ.

Gourve a ra da gouscat. An Darbarerien a ruill eur men bras var
benn Renod, hac eo lazet. Goude eo laqet en eur sac’h ha stlapet
er rivier ar Rhin. Goude ma voa stlapet en dour, ar pesqet er
soutene var gore. Qerqent ec’h apparis eur sclêrijen vras en dro
da gorf Renod, hac an darbarerien spontet, a red qüit.


————


Trivac’hvet Dialog.

Arc’hescop ha Baronet Cologn a êru.

Ar C’henta Baron.

Piou an den beuzet-màn ? ha c’houi voar, mignonet ?

An Eil Baron.

Allas ! va mignon qèz, an dra-ze n’ouzòn qet.
Ni hon eus e gavet ebars en dour stlapet,
Ha dre eur c’hraç Doue var gore ê chommet.

Ar C’henta Baron.

Pe hano en deus-àn ? mar deus hini er goar ;
Ret e ve, a gred din, eun den zantel hep mar.

An Drede Baron.

Ne ouzòn qet a grenn piou a rêr diountàn :
Mes eun estranjour ê a zo deut d’ar vrô-màn :
Evel darbarer voa ebars ilis Sant Pêr ;
Ze a meus bet clêvet aboe nebeut amzer.

Ar C’henta Baron.

Qerc’hit amàn eur c’har, me ho ped, Autrone,
M’er c’hassimp da Gologn da entêri neuze.

Qerc’hat a rêr ar c’har ; pa voe laqet Renod ebars,
e yas ar c’har e-unan bete qær Croin.


An Arc’hescop Turfin.

N’omp qet dign, Autrone, diouz an den zantel-màn ;
Rac-se-ta, Autrone, heuillomp oll aneàn,