Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/42

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32

Birviqen em presanç ne vezoc’h offancet.
C’houi a velo ha me a vanqo a gourach
Ouz hoc’h enemiet, carguet a draitourach.

Pempet Soudard Beuvet.

Ne zeus affer abet da doueti eus a ze :
Bea hor ho brezel, m’en assur, hep dale.
Rac-se, Autrou an Duc, e ven avis penos
E ve doublet ar goard, serret ar perzier clos,
Ha laqet santinel var oll mogueriou qær :
Ha ni velo neuze diouz piou hor ho affer :
Dalc’homp-ta hon armou atao en eur stat vat,
Ma vezo prest pep tra aroc mont d’ar gombat.

Beuvet.

Oh ! oh ! ne voar qet prest, va mignon, c’hoas da ze ;
Ne vo qet qer foll-ze, me a gred, ar Roue,
Dont en qen bêr amzer da livra demp combat.
Me garfe e teufe, demeus a galon vat ;
Rac me renonç d’am stat, comzet nep a garo,
Mar teu en personach Charlamagn en hor bro,
En devo eur banqet evel hini e vab ;
Rac pa en em fachàn, me ne ràn qet a voab.
Me a meus c’hoas tri breur, zo coulz ha me Duqet
Hac hor zicouro mat hep nep douetanç abet.
Renod hac e vreudeur zo ive va nizien,
Ha mar cassàn cannad eus va feurs d’o c’houlen,
E tigaçint din prest eur vanden soudardet
D’ober faç da Charles ha d’e oll ganfardet.
Ha ma ne vemp qet c’hoas crén avoalc’h évite,
Me bedo Sultan bras Constantinopl ive
Da zigaç din buan eun arme payanet :
Ne refuzo qet se, dre ma zomp mignonet.

C’hoec’hvet Soudard Beuvet.

Autrou an Duc Beuvet, gant ho permission
E credàn-me bremàn qemer an hardisson