Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/404

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394


————


C’hoec’hvet Dialog.

Ar Roue Thomas, an Admiral, ar C’homt Rams, etc.

An Admiral.

Me dou dre Vahomet ha Jupiter ive,
E ranc ar Roue Thomas ober va bolonte.

Avanç a ra etrezec ar Roue Thomas, hac e lavar :


Harça, Roue Thomas, savetait o bue
Da zaou va Baronet, pe me en güirione
Ho parfoeltro d’an traòn, ouz se bet assuret.
Ma n’am lezit da vont gant va daou Baronet.

Ar Roue Thomas, er prison :

Paciantit, m’ho ped, eun nebeudic amzer,
Ha me lavaro dêc’h petra meus da ober.

Sellet a ra dre ar prenest, hac e lavar :


Va zellit a drue, Autrone, va zud qer ;
Me ho Roue, allas ! zo amàn prisonnier.
An Admiral a dou, ma n’ell qet en em denn
E zaou Varon hac én, e torro din va fenn.

Ar C’homt Rams.

Doue ho savetai ebars en heur bresant,
Rac ni zo o servich eur Chevalier vaillant,
Pehini zo amàn o c’houlen ho qêlou :
Lavarit ze deàn ebars en bêr gomzou.

Ar Roue Thomas.

Peseurt hano en deus ? lavarit, va mignon.

Ar C’homt Rams.

Renod a Vontoban, mab d’an Duc a Emon.

Ar Roue Thomas.

Comt a Rams, me ho ped, roit da c’hout deàn
En pe stat maleürus on reduet amàn.

Ar C’homt Rams a ya da gaout Renod,
hac a lavar deàn :

Me a deu d’ho cavet, ô nopla Chevalier
A voe güelet biscoas assur en nep qartier,