Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/364

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354

Hep laza va Boyard, peadra da veva,
Demp c’hoas-ta da velet hac én a losco goad,
Ma vezo paredet ; meurbet er c’havomp mad.

Mont a rêr c’hoas d’e voada, mes ne zorti
netra. Renod a lavar :


Petra refomp, va zud ? emàn ê an anui !
Evit toulla Boyard, ne ro banne goad mui ;
Prest ê, qercoulz ha ni, da vervel gant famin :
Perissa ’ rancomp oll ar vech-màn alafin.

Ecuier Renod.

Estranch bras ê goelet e varvfemp evellen,
Ha ne zònjfe hini ac’hanomp er voyen
En pe guis ec’h alfemp monet subtil ermes
Demeus a Vontoban, hep ne ouffe Charles !

Godefroa.

A propos, Autrone, pa deu din em memoar,
Me voar pelec’h ez eus eur c’havarn en douar,
Zo an nòr aneàn amàn var ar c’hastel ;
Mar qeromp mont ennàn, hon rento ac’hann pell.

Renod.

O clêvet qementse e meus joa em c’halon,
Mac’h allomp mont ac’hann e yêfomp da Dordon ;
Ma vemp eur vech er guêr, me zefife Charles,
Daouest d’e oll buissanç, d’hon ontraji james.
Me ya da vit Boyard, mac’h ayomp ta bremâ
Da c’hout ha ni gavo ar c’havarn zo amâ.

Mont a ra da vit Boyard, hac e lavar deàn :


Couraj, va marc’h Boyard, qüittaomp Montoban ;
Rac nemet paourente n’hon eus pelloc’h ennàn.

Pignat a ra var guein Boyard, hac a lavar :


Demp oll eta, va zud, da glasc ar c’havarn-ze.
Da c’hout ha ni allo c’hoas caout hon liberte.

Sortial a reont oll eus ar c’hastel
dre eun toul-coach.


————


Eiz-varnuguentvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Dizesperi a ràn a grenn ar veach-màn,