Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/362

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352

Rac-se ho suppliàn, c’houi, Tadou eus a Franç,
Da zont, mar plij ganêc’h, da guemeret true
En andret va mibien, zo demeus ho ligne.

Roland.

Dleet e ve dispen an anjinou buan ;
Peneverte hor boa qemeret Montoban ;
Rac-se en em dennomp eun nebeut, Ampereur,
Da c’horto n’em rento Renod hac e vreudeur.

————


Seiz-varnuguentvet Dialog.

Renod hac e Vreudeur.

Renod.

O Doue ! pes domaj ê demp-ni, va breudeur,
Ma ê qüittêt hon tad arme an Ampereur !
Rac assur, pa elle, atao hor zicoure,
Ha bremàn n’hon eus den en deus ouzomp true.

Richard.

Me lavar dêc’h, Renod, eun dra zo güir aoüalc’h :
Ma na guirit buan delivra demp ho marc’h,
E rancomp oll mervel gant ar famin amâ ;
Goell ê demp mervel prest eguet n’ê languissa.

Renod.

Ha possubl ve, va breur Richard, e vec’h qer cri
Da gommandi laza va Boyard vit debri,
Ha bea alies, gout a rit coulz ha me,
Gantàn dêc’h ha din-me recouret hor bue !
Mar dê ret e varvfe, humblamant ho pedàn,
Va lezit da vervel gant famin da guentàn,
Mes pa vin-me maro, grit deàn a gueret ;
Rac qeit ha ma vin beo, certen ne varvo qet.

Alard.

Ma noc’h eus qet true ouzomp, da viana
Ho pet ouz ho pried pehini zo amâ,
Hac ho pugale baour a vervel gant famin :