Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/350

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
340

Gout a rit coulz ha me ê eun dra dreist-natur
Din-me persecuti va fêvar c’hrouadur,
Hac evit plijout dêc’h me a meus exercet
Ar brassa crueldet ebars en o andret.
Commandit da eun all ober an anjinou,
Pa oc’h n'em rezolvet da ziscar ’ vuraillou ;
Ne rit qet din bea eun tad qen inhumen,
Da vea ar brassa adversour d’am mibien.
Me deufe joaüssoc’h an anter d’ho cavet,
Penevert ma rit din en qement ma ellet
Dont da bersecuti qen terrubl va mibien,
Calz eguet rê goechall assur ar bourrevien.

Charlamagn.

Laqit eves, Emon, ne dorfec’h ho sermant ;
Ma ne rit va lavar, c’houi a vo regrettant :
Grit prest an anjinou, en ordren a ràn dêc’h ;
Ma ne rit, m’en assur e vo qeuz bras ganêc’h.

Emon.

Ia, Sir, me rêyo, pa ê ho polonte ;
Gouscoude e cavan eun dra outrajus se.

Charlamagn.

Alòn, va Baronet, demp da repos bremàn,
Da zònjal en pe guis distruji Montoban.

Amàn en em laqer da brepari an anjinou.


————


Tri-varnuguentvet Dialog.

Renod a antre gant e suit, hac a lavar :

Allas ! me lavar dêc’h gant glac’har, va breudeur,
Biscoas ne êruas ganemp brassoc’h maleur
Evel zo êruet ganemp o coll Mogi ;
Ennes hor prezerve bepret eus a anui.
Ar vech-màn e vo ret, herves a zeblant din,
Demp-ni en em renta, pe mervel gant famin.
Rac ar pez am glac’har, n’hon eus qet a vetaill ;
Neuze tud ar Roue zo endro d’ar vuraill,