Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331


Renod.

Orsus n’em gonferomp assambles, va breudeur,
En pe guis e tretfomp bremàn an Ampereur ;
Me voar ervat penos en deus bet exercet
A bep seurt crueldet ebars en hon andret ;
Mes ret ê respecti aneàn gouscoude,
Dre ma ê hon Autrou ha lejitim Roue.

Richard.

Me meus roet en bref, Renod, va c’honferanç,
Penos e tle bea staguet ouz eur potanç ;
Rac én a gounnare en defot va c’hrouga :
Me ra offr da ober deàn ar memes tra,
Rac m’hor be Charlamagn eur veach distrujet,
Neuze ve evit mad ar brezel êchuet ;
Rac nen deus den en Franç, assur me en touo,
A guement a gredfe venji deus e varo.

Alard.

Ar c’hontrol crenn, Richard, a meus aon zo facil :
Ebars en affer-ze ne gomzit qet habil ;
Rac ma vemp qer mechant da laza hon Roue,
Biqen ne vancfe demp brezel hed hor bue.
Neuze n’em revoltfe en hon henep an oll,
Hac e vemp reputet tud obstinet ha foll.

Guichard.

Me ro dêc’h eun avis a zo mad, va breudeur :
Mar goelomp ne vo qet en sònj an Ampereur
Da ober peoc’h ganemp ebars en nep fêçon,
Ec’h allomp arrêti aneàn er prison ;
Ha pa velo penos e vo captif ganemp,
E rànco accordi sur neuze ar peoc’h demp.

Renod.

Anfin, ret e lezel ar Roue da repos ;
Embêr, pa zifuno, ni glêvo e bropos.