Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/335

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325

Qeuz bras a meus memes o vea consantet
D’ar gombat entreoc’h ; mes pa ê grêt ê grêt.

Roland.

Assurit, va eont ; c’houi oc’h eus manc en ze,
Ober din combatti enep ar virione.
M'am bije clêvet se, me ’r promêt dêc’h ervat
Ne gonsantjen biqen gant Renod ar gombat,
Rac Doue a zo just : Renod zo courajus,
Ha rac-se e tlefe bea victorius.
Mes bolonte Doue ra vo grêt em andret :
Ret ê accomplissa ar pez zo lavaret.
P’hon en em rezolvet, ne roàn câs abet ;
Pa varvfen var ar plaç, me n’em bo qeuz abet

Charlamagn.

Me ho ped, va Doue, Mestr an ên, an douar,
Da rêi ar c’hraç d’am niz da c’honit ar victoar.
Rac-sc eta, Roland, it hardi var al liç,
Ha ni ray hor possubl da renta dêc’h justiç.

Roland ha Renod a antre el liç.


Renod.

Orsus eta, Roland, mar doc’h den a galon,
Deut-u d’en em approu ouz Renod, mab Emon ;
Pell zo ho poa dezir da ober qementse :
Ret ê dêc’h contanti bremàn ho polonte.

Roland.

Ia, Renod, dezir a meus a bell amzer
Da c’hout hac én zo güir ar pez a lararer ;
Rac c’houi oc’h eus ar brud comunamant pell zo
Da vea den vaillant, mar ez eus en nep brô.
Ne dalfe qet e nac’h, joa vras zo em c’halon,
Pa ê n’em bresantet din an occasion
Da gaout al liberte d’en em approu ganêc’h :
Ma ne ouzoc’h ho stat, nebon m’en disco dêc’h.

Renod.

Lezit ho courdrouzou, Roland, me ho suppli,